en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

200 den a oa daet en Oriant evit nac'hañ ar raktresoù mengleuz

200 den a oa daet en Oriant evit nac'hañ ar raktresoù mengleuz

Disadorn baset e oa bet ur vanifestadeg evit stourm doc’h ar raktresoù mengleuz a zo er vro. 3 raktres a zo : Epona kostez An Oriant àr gumunioù An Henbont, Langidig, Lostenk ha Kervignag, Taranis kostez Redon ha Belenos etre ar Maine-et-Loire, hag al Liger-Atlantel.

Kaset eo ar raktresoù-se get Breizh Ressources a zo un is-embregerezh a Aurania Ressources staliet e Bro Ganada hag enrollet e inizi ar Bermudes.

Roet eo bet an aotreoù da furchal evit an tri raktres-se get ar Stad e miz An Azvent (miz Kerzu) àrlane.

Brasaet eo neuze ar stourm, kenurzhiet get ar c’holektif Stop Epona, ha harpet get kevredigezhioù ha dilennidi.

Ur rekour el lezevarn velestradurel a vo graet d’ar 7 a viz Mezheven d’an diwezhatañ. Un tammig muioc’h eget 5000 euro diàr ar 15 000 gortozet a zo dija bet rastellaet a drugarez da brofoù-argant dre Hello Asso evit paeañ ar frejoù justis.

Un 200 den bennak o doe dibunet disadorn e straedoù kêr ar c’hwec’h porzh. En o mesk e oa Jean-Paul Runigo a Dour ha Stêrioù Breizh ha Roger Gueganno ag a gevevredigezh Loca-Terre.

Klevet ho peus ur reportaj savet get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio